Accueil du site > Politique > [29] Journée d’information sur la révolution kurde et hommage à Kendal Breizh (...)

[29] Journée d’information sur la révolution kurde et hommage à Kendal Breizh le 10 mars à Carhaix / Devezh kelaouiñ diwar-benn dispac’h ar Gurded hag enoriñ Kendal Breizh d’an 10 a viz Meurzh e Karaez

mardi 27 février 2018 (Date de rédaction antérieure : 10 mars 2018).

JPEG - 74.1 ko
Kendal Breizh

Kendal Breizh était le nom de guerre du volontaire international Olivier L., militant libertaire et révolutionnaire breton parti rejoindre à l’été 2017 les forces kurdes au Rojava et lutter parmi elles contre l’Etat islamique à Raqqa et Deir-ez-Zor.

Les idéaux libertaires et révolutionnaires de Kendal Breizh l’avaient conduit à s’intéresser à l’expérience politique du Rojava, puis à s’engager aux côtés des forces kurdes et de leurs alliés (arabes, yézidis…). Il partageait avec elles des idées anti-impérialistes, anti-fascistes, anti-sexistes, écologiques et pour un municipalisme libertaire, respectant le droit de tous les peuples à maitriser leur destin.

Après avoir participé à la libération de Raqqa et de la vallée du Bas-Euphrate, Kendal Breizh s’est porté volontaire le 20 janvier, avec d’autres internationalistes, pour la défense du canton d’Afrin attaqué par les forces turques et ses supplétifs djihadistes (al-Qaeda et militants de l’Etat islamique).

Le 18 février, le commandement des Unités de Défense du Peuple (YPG) a annoncé le décès au combat de Kendal Breizh le 10 février, dans la région d’Afrin, victime d’un bombardement aérien mené par les forces du dictateur turc Erdogan.

Les amis de Kendal Breizh, ses camarades de lutte ici et là-bas, les Kurdes de Bretagne et les AKB invitent toute personne solidaire à un hommage public le 10 mars 2018, dans le cadre d’une journée d’information sur la révolution kurde.

Ce sera l’occasion, pour toutes les personnes touchées par la mort de Kendal Breizh, pour tous les défenseurs de la liberté, pour tous ceux qui souhaitent manifester leur solidarité vis-à-vis de ses amis, de ses camarades de combat et du peuple kurde, de lui rendre hommage et d’échanger/s’informer sur la lutte menée au Kurdistan, en particulier au Rojava, en présence notamment de représentants du mouvement de libération kurde.

Carhaix (29) – centre culturel Glenmor

Le samedi 10 mars 2018 de 13h à 17h

Journée d’information sur la révolution kurde

Hommage à Kendal Breizh

13h  : accueil du public

13h30 – 15h30  : projections-débats ; table-rondes sur la situation au Kurdistan, les luttes des Kurdes, la solidarité internationale ; stands d’information

15h30 – 17h  : hommage à Kendal Breizh

Toute personne ou collectif ou mouvement souhaitant s’exprimer lors de ces journées est invité à s’inscrire à l’adresse suivante : kendalbreizh outlook.fr

Organisé par :

  • les amis et camarades de Kendal Breizh
  • le Centre démocratique kurde de Rennes (CDK-R)
  • Amitiés kurdes de Bretagne (AKB)

La presse d’extrême-droite et les organisations d’extrême-droite ne sont évidemment pas les bienvenues.

Devezh kelaouiñ diwar-benn dispac’h ar Gurded hag enoriñ Kendal Breizh d’an 10 a viz Meurzh e Karaez.

Kendal Breizh a oa anv brezel ar stourmer etrevroadel Olivier L., liberter ha dispac’hour breizhad aet da emezeliñ en hañvezh 2017 da nerzhioù kurd ar Rojava a-benn stourm gante enep ar Stad islamour e Raqqa ha Deir-ez-Zor.

Mennozhioù liberter ha dispac’hour Kendal Breizh o doa sachet e evezh war skiant-prenet politikel ar Rojava ha bountet anezhañ d’en em engajiñ e-mesk an nerzhioù kurd hag o c’hevredidi (Arabed, Yezidied…). Evelto e soñje diwar-benn ar mennozhioù enepimpalaerour, enebfaskour, eneprevelour, ekologour hag evit ur gumunouriezh liberter, a zoujfe ouzh gwir kement pobl da vestroniañ he dazont.

Goude bezañ kemeret perzh e dieubidigezh Raqqa hag hini traoñienn an Euphrat-izel, Kendal Breizh a oa en em ginniget evit mont d’an 20 a viz Genver, asambles gant etrevroadelourien all, da zifenn kanton Afrin taget gant an nerzhioù turk hag o mignoned djihadour (Al Qaeda ha stourmerien ar Stad islamour).

D’an 18 a viz C’hwevrer, gourc’hemennerezh Unvezhioù Difenn ar Bobl (YPG) en doa roet da c’houzout e oa aet Kendal Breizh d’an Anaon d’an 10 a viz C’hwevrer e rannvro Afrin, lazhet gant ur vombezadeg kaset a-benn gant nerzhioù faskour an diktatour turk Erdogan.

Mignoned Kendal Breizh, e gamaladed stourm amañ ha du-hoñt, Kurded Breizh, Keneildedou kurd Breizh a bed kement den kengred d’al lid enor publik a vo dalc’het d’an 10 a viz Meurzh 2018, e-doug un devezh kelaouiñ diwar-benn dispac’h ar Gurded.

Un abeg a vo evit an holl dud frommet gant marv Kendal breizh, evit holl difennourien ar frankiz, evit an holl dud a fell dezho diskouez o c’henskoazell d’e vignoned, d’e gamaladed, da bobl Kurdistan, d’e rentañ enor ha da eskemm ha bezañ kelaouet diwar-benn stourm Kurdistan hag en un doare resis er Rojava en un degouezh e-lec’h ma vo e-touesk tud all kannaded emsav dieubidigezh ar Gurded.

Karaez (29) - Leurenn Glenmor

D’ar Sadorn 10 a viz Meurzh etre 1e GM ha 5e GM.

Devezhiad kelaouiñ diwar-benn dispac’h ar Gurded.

Enor da gKendal Breizh.

1e GM  : degemer ar publik

1e30 - 3e30  : skignadennoù divizoù, taolioù krenn diwar-benn Kurdistan, stourm ar Gurded, ar c’henskoazell etrebroadel, taolioù kelaouiñ.

3e30-5e  : enor da gKendal Breizh.

Kement den pe strollad a garfe kemer ar gaoz e-pad an devezhioù-se zo pedet da enskrivañ dre aze :

kendalbreizh outlook.fr

Aozet gant :

  • mignoned ha kamaraded stourm Kendal Breizh
  • Kreizenn demokratel kurd Roazhon
  • Keneildedoù kurd Breizh (AKB)

Anat eo ne vo ket degemeret kelaouennoù ha strolladoù an tu-dehou pellañ, n’int ket deuet mat e mod ebet.

Proposer un complément d'infos

SPIP | Par défaut, SPIP notre CMS est respectueux de la vie privée de ses visiteurs et ne pose pas de cookies de traçages ou publicitaires. Suivre la vie du site RSS 2.0